Lec’hiet e beg kornôg Ledenez Iberia eo Galiza unan eus pennoù-ar-bed Europa. Hervez an istor eo bet an douar-mañ e-lec’h ma echu an douar ul lec’h a zarempred etre ar bedoù kreizdouar hag hini atlantel.
Galiza a zo un istor sevenadurel pinvidik dezhi, savet diwar hec’h hengoun dezhi ha diwar levezon sevenadurioù all. Menegiñ a c’hellomp ar broadoù keltiek, ar broioù portugaleger (tost deomp a-drugarez d’ar yezh), Hent Sant Jakez (a-hed kantvedoù eo bet degaset levezonioù Europa ar C’hornôg gantañ) ha sevenadur Amerika ar Su, abalamour d’ar c’hantadoù a vilhadoù a C’haliziz divroet a-hed an XIXvet hag an XXvet kantved.
An holl draoù-se o deus graet eus Galiza ur vro sevenadur pinvidik ha lusk ganti, digor d’ar bed ha feal d’he gwrizioù dezhi.
Ur yezh dezhi he deus Galiza komzet er vro a-bezh ha gant al lodenn vrasañ eus he foblañs. Dont a ra ar galizek (galego) diwar al latin ha tost d’ar portugaleg. Goude un amzer hir a waskadur eo deuet da vezañ ar galizeg yezh ofisiel ha labour a reer a-benn kas anezhi war-raok en holl dachennoù.
Abaoe fin diktatoruiezh Franco, ez eus e Galiza ur Parlamant dezhi dilennet war-eeun hag ur gouarnamant (Xunta de Galicia) galloudoù gantañ e tost an holl dachennoù: ar yec’hed, an deskadurezh, ar sevenadur, ar pesketaerezh, al labour-douar, ar greanterezh, ar c’henwerzh, an enklask, an treuzdougen, h.a. Budjet ar « Xunta » evit ar bloavezh 2008 a sav d’un 11 miliard a euroioù bennak.
Kouviad a enor eo Galiza e 2008 e brasañ gouel etrebroadel sevenadur ar mor, hag a vo eus an 11 d’ar 17 a viz Gouere e Breizh: Gouel Etrebroadel ar Mor e Brest. Talvezout a ra ar bedadenn-mañ bezañ un anzavadur hor bro -broad hep stad kentañ o vont d’ar Gouel-mañ- , abalamour m’omp ar re varrekañ e Ledenez Iberia evit aozañ emgavioù bigi hengounel abaoe 1993 ha dalc’herien ur glad divent liammet gant ar mor hag ar stêrioù.
Douarañ a ra dileuridi Galiza e Brest gant ur programm abadennoù kenkoulz war ar mor, gant 25 bag hengounel, ha war an douar. Bez’ e vo e Kêriadenn Galiza
stalioù-labour, stalioù-kleweled, un tañva eus produioù lipous, abadennoù sonerezh... ha tost d’ur millón a dud o tremen. Dont a raio da vezañ Skeudenn Galiza hag a vo lakaet war-wel dreist-holl d’ar 16 a viz Gouere a vo un devezh gouestlet dezhi.
Abaoe treizhoù kentañ annezerien hor C’hastros (mogeriadur oadvezh an houarn) miliadoù a vloavezhioù zo ez eo ar mor ha Galiza un daouad dirannus. Dont a ra eus vare ar Romaned, pa’z eo deuet da vezañ Gallaecia unan eus ar porzhioù pouezusañ e trepas kenwerzh Atlantel-Kreizdouar pouez ispisial ar peskerezh en hor bro, hag aet eo war gresk diwezhatoc’h er Grennamzer pa’z eo bet krouet ar c’horfoù-micherel kentañ a vartoloded hag eo bet diorroet kalz micherioù hag a zo bev c’hoazh. Adalek an XVIIIvet kantved eo bet kaset pesketerezh Galiza pelloc’h eget hon harzoù a-drugarez d’ar salladurioù ha graet o deus o vad an embregerien gatalan deuet da chom war hon aodoù d’ar mare-se eus askorusted an araokadenn-mañ . Liesset eo bet diwezhatoc’h oberezh liammet gant ar mor er vro gant al lestrsaverezh, da gentañ e Ferrol hag e Vigo war-lerc’h, hag ar friturioù.
Hiziv an deiz ez eus bigi Galiza e tost holl lec’hioù pesketa brasañ ar bed hag ur c’hard eus ar pesked dilestret en Europa a zeu eus porzhioù Galiza pe eo meret gant embregerezhioù galizad an dachenn-mañ. Ouzhpenn se ez eus miliadoù a C’haliziz hag a C’haliziadezed c’hoazh o vevañ diwar al lestrsaverezh, ar friturioù, an dourc'hounezerezh pe o tastum boued mor.
Padal eo degaset gant plegoù a-vremañ e Galiza un doare nevez da welout ar mor ha ne vez ket liammet gant al labour hag ar riskloù hepken. Bremañ e kaver eo ar mor ivez un elfenn evit an dudi, ar sport hag ar blijadur. Dre-se eo hon aod hiziv un dachenn-vor dibar evit ar re a zo sot gant mont da vageal gant bigi sport.
Galiziadezed hag Galiziz hiziv an deiz a zo un hêrezh glad ar mor hag ar stêrioù dibar deomp, ur renabl a dalvoudegezh divent hag a vo atav men-bonn hon identelezh hag eñvor-pobl.
Koulskoude ez a pelloc’h glad hor mor hag hor stêrioù eget an doare sevel hor bigi ha bez’ez eus an holl abadennoú fetis ah difetis liammet gant oberiantiz paotred ha maouezed aodoù ar mor ha takadoù stêrioù a-hed an amzer ennañ evel glad sevenadurel. Kemer a ra perzh ar c’haeoù, savouriezh ar bobl, an arzoù pesketa, ar skeudennerezh, an hengoun dre gomz, an dastumad kananouennoù, an anvioù-lec’h... e-barzh an hêrezh divent-se, o fiziañ e-barzh eñvor a-stroll meur a
rummad-oad.
Mont a ra war gresk ar preder lakaat da dalvezout ar pinvidigezh-mañ er bloavezhioù diwezhañ a-drugarez, dreist-holl, da strivoù ar rouedadoù kevredigezhel ha keodedel hag a zo sevenadur Galiza ar mor hag ar stêrioù. Lestr-amiral ar rouedadoù-se eo Kevread Galiza evit Sevenadur ar Mor hag ar Stêrioù savet e 1994 ha bodet 38 klub ha kevredigezh Galiza a-bezh ennañ, mui teir c’hevredigezh eus norzh Portugal.
Abaoe 1993 m’eo bet lidet Iañ Encontro de Embarcacións Tradicionais (Emgav Bigi Hengounel) e Ribeira,ez eus bet muioc’h-muiañ a gluboù ha strolladoù ar vro a-bezh oc’h en em reiñ da sevel hag adkempenn bigi hengounel.
N’eus ket keit se eo krog gouarnamant Galiza (Xunta de Galicia) gant ur programm kenlabour gant ar C’hevread gant ar mennad kas war-raok sevenadur Galiza ar mor. Bezañ e Brest eo ul lodenn eus ar raktres-mañ a glask muioc’h eget reiñ da anavezout liested hor bigi er bed a-bezh, met ivez e kemerfe perzh kevredigezh Galiza a-bezh er raktres-mañ.










